An abadennoù a za

Atalieroù, sonadegoù, abadennoù sorbiennoù, diskouezadegoù... Get komite dudioù Ti Anna e vez prientet ur programm a bep seurt ha traoù digustum muioc’h-mui !

Gwelet razh an abadennoù

Ul lec’h bev ha liesseurt...

... m’en em sant an den evel er gêr !

Oc’hpenn ur preti, un davarn, ul lec’h da ginnig diskouezadegoù pe diduamantoù eo Ti Anna. Razh an traoù-se àr un dro eo !
Ul lec’h beviñ ma vez degemeret tud ar vro ha biziterion a-hed ar blez, evit anaout traoù nevez, gober un tamm tro, bout bamet, komz, deskiñ d’ar re arall pe diget ar re arall, diviziñ, evet un tasad pe debriñ un tamm...

Lenn hiroc’h

Sine, ur glad hep e bar

Donet betek Sine, e kalon ar Mor Bihan, zo gober anaoudegezh get ur glad naturel ag ar c’haerañ ma weler ar mor mesk-ha-mesk get ar maezoù a-ziàr-dro. A-hed an istoer he deus bevet ar vro diàr labourat an douar, pesketa hag istra. Merket eo ivez get istoer an halen ha get ar relijion. Kavet e vez ivez relegoù kalz koshoc’h, evel e lec’h arall er Mor Bihan : meurvein.
Gober anaoudegezh get glad Sine

Ar raktresoù a-fet ar glad

A-c’houde pell e vez laket an annezidi da gemer lod evit lakat politikerezh sevenadurel Sine e pleustr. Meur a raktres a-fet ar sevenadur hag ar glad zo daet da wir get krouidigezh ur bodad sevenadur-glad e 2014.
Gwelet ar raktresoù a-fet ar glad

Devezhioù Europat ar Glad a oa bet krouet e 1985 get Ministrerezh ar Sevenadur evit roiñ tro d’al lod brasañ ag an dud da anaout ar glad broadel ha lec’hel, hag en o mesk al lec’hioù na vezont ket digor d’an dud da gustum (annezioù prevez, lec’hioù ar galloud, monumantoù gwarezet…).
Un emgav a bouez eo devezhioù ar glad e Sine e miz Gwengolo. Ur roll festoù hag abadennoù liesseurt a vez kenaozet get ar c’hevredigezhioù ha servijoù an ti-kêr evit lakat an holl da anavout arvezioù dishañval ag ar glad e Sine.

A-hed ar minotennoù e vez laket àr-wel ar glad lec’hel, puilh e istoer a-fet ar mor hag al labour-douar. Teir minotenn zo er gumun : 8 letrin zo bet staliet àr hentoù-bale gourenez an Ankl, 11 er pennc’hêrioù er reter hag 8 a-hed ar minotennoù er biz.

Ar GPS (teskanv gallek Greeters Evit Sine) a reer ag an annezidi a ginnig deoc’h gober ur valeadenn gete evit anavout ar gumun, he glad, he minotennoù, he gweledvaoù…
N’eus ket ambrougerion ag ar GPS : komz a reont a-ziàr Sine anavet gete-int hag a faot dezhe roiñ da anaout ken eeun ha tra ha hervez o feson dezhe.