Distro d’ar raktresoù

Ar Greeters

Gweladennit Sine asambl get e annezidi !

Ar GPS (teskanv gallek Greeters Evit Sine) a reer ag an annezidi a ginnig deoc’h gober ur valeadenn gete evit anavout ar gumun, he glad, he minotennoù, he gweledvaoù…
N’eus ket ambrougerion ag ar GPS : komz a reont a-ziàr Sine anavet gete-int hag a faot dezhe roiñ da anaout ken eeun ha tra ha hervez o feson dezhe.

Meur a dem zo kinniget hervez personelezh ha kizidigezh pep greeter.

Obererezh digoust kinniget e-pad an hañv (ret e vez goulenn e-pad ar goañv).

Baleadennoù hañv 2020 :

Dait da welet enez Boed ha pennc’hêr ar Gornevez asambl get Pascal
► Adal al Lun betek ar Gwener, da 10e (gelliñ a ra cheñch hervez ar mareoù), pad : 2e30 pe àr-dro.

Ergerzhit beg ar Bil ha Mousterian asambl get Evelyne ha Daniel
► D’al Lun etre 9e30 hag 11e30.

Heuilhit troiad an Treizh da Sant-Armael, etre Moñsarag hag ar Waremm, asambl get Nadine hag Antoine
► D’al Meurzh etre 9e30 hag 11e30.

Baleit àr-ribl añs Mañsell, adal Bilc’harrbont betek beg ar Bil, en ur dremen dre Ozon, asambl get Marie hag Evelyne
► D’al Merc’her da 14e30, pad : 1e30 pe àr-dro.

Baleit dre ar vourc’h hag he aodoù, asambl get Michel
► D’al Merc’her da 16e, pad : 1e30 pe àr-dro.

Gweladennit Porzh Anna, diwezhañ porzh-pesketa ar Mor Bihan, asambl get Jean-Yvon
► D’al Yaou etre 10e hag 11e30.

Dait da glevet mojennoù Barrarac’h ha hini « troad an diaoul » get Jean-Paul
► D’al Yaou da 15e, pad : 2e pe àr-dro.

Gweladennit Iliz Sant Padern ha krapit er c’hloc’hdi evit arvestiñ ar gwel meur, asambl get Yves-Jean
► D’ar Gwener da 10e pe 2e, pad : 1e30 pe àr-dro.

Lodenniñ ar raktres get tud arall

Oops! We could not locate your form.

Enskrivadurioù :
E-pad an hañv, dre bostel da gps@sene.bzh
Adal an 13 a viz Mezheven betek an 28 a viz Eost el Lec’h Titouriñ – Plasenn ar Vreudeuriezh – 02 97 66 93 79
Da vare ar Bannac’h d’an hañvourion, bep Sul da 11e45 dirak an ti-kêr.

Strolladoù 9 den d’ar muiañ.

 

Da vout gwelet ivez