Distro d’ar raktresoù

Devezhioù europat ar glad

Devezhioù Europat ar Glad a oa bet krouet e 1985 get Ministrerezh ar Sevenadur evit roiñ tro d’al lod brasañ ag an dud da anaout ar glad broadel ha lec’hel, hag en o mesk al lec’hioù na vezont ket digor d’an dud da gustum (annezioù prevez, lec’hioù ar galloud, monumantoù gwarezet…).

Un emgav a bouez eo devezhioù ar glad e Sine e miz Gwengolo. Ur roll festoù hag abadennoù liesseurt a vez kenaozet get ar c’hevredigezhioù ha servijoù an ti-kêr evit lakat an holl da anavout arvezioù dishañval ag ar glad e Sine.

A-benn ar Sadorn 18 hag ar Sul 19 a viz Gwengolo 2021 e vo dalc’het devezhioù kentañ ar glad. Emgav a roomp deoc’h e 2021 evit anavout tem ar blez ha roll an abadennoù !

Lodenniñ ar raktres get tud arall

Oops! We could not locate your form.

Da vout gwelet ivez

Mammenn Michod

Présente sur le cadastre napoléonien de 1844, cette fontaine a été utilisée par les habitants…