Adal ar Grennamzer betek penn kentañ an 19vet kantved e oa ur bochad domanioù e Sine, tro-dro da dier bras. Tachennoù labour-douar bras e oant. Graet e veze àr o zro get merourion hag a veze roet ul lodenn ag an eostad dezhe. Bout e oa ivez koadoù, lennoù pe melinoù, ar pezh a zegase un tamm argant d’ar berc’henned. Graet e veze an diforc’h etre an aotrouniezhoù m’en doa an aotrou ar gwir da reiñ justis (Lestrenig, Kerbiskont...), hag an domanioù simpl, na veze graet « aotrou » ag ar perc’henn anezhe nemet en ur mod enorus. Da goulz an Dispac’h Bras e oa bet gwerzhet an domanioù-se evel madoù broadel. Bout ec’h eus tier bras arall e Sine hag a zo nevesoc’h, savet e oant bet en 19vet kantved gant tud pinvidik (industriourien, kabitened, bankourion...).
A dachenn da dachenn
Ar festoù e Sine
Àr-dro an dour
Bout Sinagod
C’hoarioù ha sportoù giz kozh
Glad industriel
Glad naturel
Glad relijiel
Istoer an halen
Istoerioù bihan e Sine
Manerioù ha tier kaer
Meurvein
Micherioù ar mor
Stalioù ha tavarnioù
Treizhoù etre an douar hag ar mor