Hiziv an deiz emañ anavet Sine evit he lec’hioù kaer en arvor hag he glad liammet doc’h ar mor da gentañ-penn. Arabat ankouaat newazh e oa bet pouezus-bras al labour-douar en istoer ar gumun hag hini ar Sinagoded. Rak a-raok treiñ trema ar mor hag an danvezioù a zo ennañ e oa ar Sinagoded peizanted hag a c’hounide legumaj hag edoù en o farkoù bihan, ha sevel a raent saout, moc’h ha yer. Mem er c’hêrioù pesketaerion e gourenez an Ankl e veze labouret an douar. Hiziv an deiz c’hoazh ec’h a an tachadoù labour-douar d’ober un drederenn a dachadoù Sine, ha kalz anezhe zo stag doc’h al labour-douar biologel.
A dachenn da dachenn
Ar festoù e Sine
Àr-dro an dour
Bout Sinagod
C’hoarioù ha sportoù giz kozh
Glad industriel
Glad naturel
Glad relijiel
Istoer an halen
Istoerioù bihan e Sine
Manerioù ha tier kaer
Meurvein
Micherioù ar mor
Stalioù ha tavarnioù
Treizhoù etre an douar hag ar mor