Oc’hpenn ur preti, un davarn, ul lec’h da ginnig diskouezadegoù pe diduamantoù eo Ti Anna. Razh an traoù-se àr un dro eo ! Ul lec’h beviñ ma vez degemeret tud ar vro ha biziterion a-hed ar blez, evit anaout traoù nevez, gober un tamm tro, bout bamet, komz, deskiñ d’ar re arall pe diget ar re arall, diviziñ, evet un tasad pe debriñ un tamm…
Rannet eo al lec’h neuze etre lakaat ar glad àr wel ha servijiñ un nebeud produioù ag ar vro.
A-barzh an 250 m² emañ ivez burev nevez ar servij porzhioù hag eoriiñ e Sine, ha salioù d’ar c’hevredigezhioù a ra àr-dro ar glad da zerc’hel get o oberoù, hep ankouaat an doenn-savenn evit degemer diskouezadegoù, diduamantoù hag abadennoù.
Ti Anna zo ivez ul lec’h degemer evit Park Natur Rannvroel ar Mor Bihan a c’hello gober abadennoù ennañ.
Porzh Anna eo ar porzh-pesketa diwezhañ er Mor Bihan hag àr ar mem tro, ur porzh-bageal hag al lec’h ma tremener evit monet da Wened dre vor. Ul lec’h evit monet da vale eo ivez, koulz Sinagoded hag ar viziterion a za a-gaoz d’ar gwel kaer àr ar Mor Bihan. An dra-se zo kaoz ec’h eus faotet d’an Ti-kêr krouiñ amañ ul lec’h beviñ evit lakaat ar glad àr wel, en ur wareziñ an endro hep distummiñ tres ar porzh gras d’un ti koad ha ne vez ket remerket re.
E 2019, e-kerzh an nevez-amzer hag an hañv, e oa bet goulennet o soñj get an dud evit kavout un anv d’an davarn-preti glad da zonet. Dibabet e oa bet ar c’hinnigoù gwellañ get ar strollad-raktres hag an dilennidi hag a-benn ar fin emañ aet ar maout get Ti Anna.
E Ti Anna e vez adkavet anv ar strollad-raktres « Ti ar Porzh », an anv Porzh Anna hag ul lec’h beviñ ma c’heller en em santiñ evel e ti Anna, evel er gêr !
Ur programm diduamantoù a-hed ar blez
Kroget e oa bet get an abadennoù glad e-pad an hañv 2020, get atalieroù, sonadegoù ha noziadoù sorbiennoù. E 2020-2021 eo « an avel » a yay d’ober neudenn ar programm. Avel vor, avel àr an douar, avel er gouelioù pe an askelloù, sellit doc’h ar programm, a bep seurt traoù a vo !
Ur savenn evit ar glad
A vlez da vlez emañ brasoc’h-bras an danvez daspugnet get servijoù an ti-kêr get sikour tud ar gumun. Diàr vremañ emañ ret lakaat kement-se e kerz ar muiañ a dud.
Dait da welet hor savenn evit ar glad a vo kresket a-hed ar wezh : testennoù, luc’hskeudennoù, kartennoù-post, videoioù, testenioù enrollet dre gomz… Grit anaoudegezh get pinvidigezhioù glad ar vro dre ur gartenn etreoberiat ha hervez meur a dem : ar glad stag doc’h ar mor, ar relijion, istoer an halen, ar festoù mod kozh, bed ar maezoù ha kement zo.
A-barzh nebeut e vo digor an dielloù-se d’an dud evel ma karont pa vo digor ar preti : levrioù, dielloù kleweled ha savenn ar glad àr dabletezennoù niverel.
Gwelet savenn ar glad
Gober anavedigezh get ar preti
Empentet e oa bet ar batis get ar gabined Nomade Architectes e Gwened. Graet eo bet evit monet doc’h an endro ag ar gwellañ, get ar bardaj koad, ar prenestroù bras hag an doenn-savenn.
Ijinet eo bet logo ha karta c’hrafek Ti Anna gant skipailh Piu Communication e Sant-Teve, ha savenn ar glad gant an ajañs Lead Off e Gwened.
Evit kas an afer da benn he doa bet Ti-kêr Sine sikourioù a-berzh ar Stad (105 000 € da-geñver Debarzhadur aveiñ an tiriadoù war ar maez), ar Rannvro (72 610 €), an Departamant (93 750 € e-barzh Programm Kenskoazell an Tiriadoù) ha Mor Bihan – Gwened Tolpad (66 741 € evel font sikour).