Unan a berzhioù Sine, hag a dalv ivez evit ar Mor Bihan dre vras, eo an inizi hag ar gourinizi a-leizh a zo enni hag a ra dezhi bout troc’het en ur bochad tachadoù. E Sine emañ an inizi Boed, Boedig ha Mañsell hag ar gourinizi an Ankl, Brouel hag ar Gernevez, ha re arall c’hoazh. Neuze evit troc’hiñ berroc’h ha gober al liamm etre an douar hag ar mor ec’h eus bet kavet diskoulmoù get Sinagoded dalbezh : solutaat an hentoù get chaoserioù pe , an aesañ tra, monet get ur vag pe àr droad ar muiañ ma c’heller !
A dachenn da dachenn
Ar festoù e Sine
Àr-dro an dour
Bout Sinagod
C’hoarioù ha sportoù giz kozh
Glad industriel
Glad naturel
Glad relijiel
Istoer an halen
Istoerioù bihan e Sine
Manerioù ha tier kaer
Meurvein
Micherioù ar mor
Stalioù ha tavarnioù
Treizhoù etre an douar hag ar mor