Menegoù lezennel

PERC’HENN HAG EMBANNER AL LEC’HIENN :

Ti-kêr Sine

Al lec’hienn-mañ zo perc’hennet get :
Ti-kêr Sine
Plasenn ar Vreudeuriezh
56860 SENE

ATEBEG AN EMBANN :

Ti-kêr Sine – Service Communication

Plasenn ar Vreudeuriezh
56860 SINE

communication@sene.bzh

SAVET EO AL LEC’HIENN GET :

Lead Off

89 avenue Edouard Herriot
56000 Vannes
www.leadoff.fr

HERBERC’HIER :

OVH

2, rue Kellermann
59100 Roubaix

STLENNEG HA FRANKIZOÙ :

Hervez al lezenn niv. 78-17 ag ar 6 a viz Genver 1978, bet kemmet, a-zivout ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù, emañ bet disklêriet al lec’hienn web da Gengor Broadel ar Stlenneg hag ar Frankizoù (www.cnil.fr).

Ar roadennoù diàr ho penn zo bet tretet ent emgefre diàr al lec’hienn web hervez rediennoù al lezenn niv. 78-17 ag ar 6 a viz Genver 1978, bet kemmet, a-zivout ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù.

Hervez mellad 32 al lezenn niv. 78-17 ag ar 6 a viz Genver 1978, bet kemmet, a-zivout ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù, emañ bet roet da anavout d’an implijerien ec’h eus dober ag an titouroù roet gete dre furmskrid al lec’hienn evit respont d’o goulenn hag e chom an titouroù-se get Ti-kêr Sine hag a zo karget d’o zretiñ e-sell ar mererezh melestradurel ha kenwerzhel.

Gwir o deus an implijerion da welet, da gemmiñ, da reizhiñ pe da freuziñ ar roadennoù diàr o fenn (mellad 34 al lezenn « Stlenneg ha Frankizoù » ag ar 6 a viz Genver 1978).

C’hwi a c’hell atav lakat ar gwir-se da dalvout en ur gas ur postel da contact@sene.bzh, peotramant ul lizher d’ar chomlec’h-mañ : Ti-kêr, Plasenn ar Vreudeuriezh, 56860 SINE.

Gwir o deus an implijerion ivez da vonet a-enep treterezh ar roadennoù-se get reizhabeg ha da virout na vehent implijet evit klask pratikoù.

PERC’HENNIEZH SPEREDEL :

Framm hollek al lec’hienn, ar skridoù, ar skeudennoù, bev pe pas, ar chemet ha razh an elfennoù arall a ya d’ober al lec’hienn zo e dalc’h Ti-kêr Sine hag en e zalc’h hepken.

Difennet eo d’an holl taolenniñ al lec’hienn, en he fezh pe ul lodenn anezhi, ma n’eus ket aotre a-ratozh get Ti-kêr Sine. Kastizet e vez an dambrez-se get melladoù L. 335-2 Kod ar berc’henniezh speredel hag ar re àr-lerc’h. Hañval eo get an diazoù roadennoù produet get Ti-kêr Sine hag a c’hell bout el lec’hienn web, dre m’int gwarezet get diferadurioù lezenn ar 1añ a viz Gouere 1998 a dreuzskriv e Kod ar berc’henniezh speredel sturiad an 11 a viz Meurzh 1996 a-zivout gwarez an diazoù roadennoù.

Merkoù marilhet zo ag al logoioù el lec’hienn. Hervez Kod ar berc’henniezh speredel enta, difennet eo eiladuriñ ar merkoù pe al logoioù-se, en o fezh pe ul lodenn anezhe, diàr elfennoù ag al lec’hienn hag hep aotre a-ratozh Ti-kêr Sine.

Mar bez ur breud bennak a-zivout implij al lec’hienn https://patrimoine.ti-anna.bzh/ e vo laket ar gwir gall da dalvout. N’eus namet lezioù-barn Pariz a gement a c’hello bout galvet.